Below is a snapshot of the Web page as it appeared on 3/10/2024 (the last time our crawler visited it). This is the version of the page that was used for ranking your search results. The page may have changed since we last cached it. To see what might have changed (without the highlights), go to the current page.
Bing is not responsible for the content of this page.
Unan eus ar yezhoù komzet gant an Elfed e-barzh oberenn Tolkien eo ar c'hQuenya. Homañ a oa ar yezh implijet gant an Elfed na oan ket elfed telerin, elfed tizhet Valinor ganto, hag a zeue eus ur yezh koshoc'h, eldareg boutin hec'h anv, deuet eus ar c'hendieg kentañ. E-touez tri ziegezh an Elfed e rae div anezho - an noldor hag ar vanyar - gant rannyezhoù un tammig disheñvel an eil ouzh eben met pas a-walc'h da vezañ divarrek da gomprenn an eil egile. Implijet e voe ar yezh-se gant ar Valared ivez.
Ar c'h/Quenya ne oa ket ur yezh vev ken da vare an Trede Marevezh e Douar-ar-C'hreiz. Sindarin an hini a gomze darn vrasañ an Elfed tra ma rae mab-den gant ar Westron. Er skridoù ofisiel hag en anvioù-lec'h e veze implijet c'hoazh, avat, evel al latin e-pad ar Grennamzer